An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Eurioù Frañseza a Zinan

Eurioù Frañseza a Zinan - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Da gentañ e oa bet savet an dastumad-mañ, ofisoù ha pedennoù ennañ, war-dro 1435 evit Katellin a Roc’han, mamm Frañsez a Zinan.

 

Azasaet ha klokaet e oa bet goude-se war-dro 1450 evit Frañseza a Zinan hec’h-unan. War ar skeudenn-mañ e weler Frañseza a Zinan daoulinet o resev bennozh Doue, Sant-Yann Vadezour en he c’hichen. Merc’h nemeti Jakez a Zinan, Aotrou a Gastell-Briant a Veaumanoir hag a Vontafilant, marichal Breizh, chambarlank dug Breizh, e oa-hi, ha diwar-se pinvidikañ pennhêrezh Breizh pa varvas he zad.

Ganet e oa bet e 1436 e maner ar Roc’h-Suhart e Tremuzon. Bet skrapet evit he dimeziñ dre heg ha gwall drubuilhet he buhez e voe-hi gouarnourez Anna Vreizh. Mervel a reas Frañseza a Zinan e Kastell-Briant e 1499 ha sebeliet e voe e gouent an Dominikaned e Naoned.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Dinan
  • Dinan

31/01/2017