An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Eurioù Beatrice a Rieux

Eurioù Beatrice a Rieux - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Savet e oa bet an dornskrid-mañ war-dro 1390 evit Beatrice a Rieux, gwreg Jean Rougé a Derval.

 

 

War an enlivadenn-mañ e weler ar vaouez yaouank o pediñ ar Werc’hez, warni ur vrozh klinket gant ardamez Rieux, D'azur à dix besants d'or posés (ur skoed glas, dek pezh aour warnañ). Ardamez ar re Rougé a Derval a  gaver e meur a lec’h en dornskrid-se ivez. An daou diegezh vras-se a Vreizh a oa perc’henn war douaroù el Liger-Atlantel hag er Morbihan, e lec’h emañ Rieux, nepell eus Redon.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Redon et Vilaine
  • Rieux