An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Emgann Jengland e 851

Stèle sur le site
Stèle sur le site - Photo P. Lanoë. BCD.

 

Trec’h e voe Erispoe war Karl Voal d’an 22 ha d’an 23 a viz Eost 851 e Jengland (Felgerieg-Veur) ha diskouez a reas neuze e oa gwir hêr Nevenoe, marv un toullad mizioù a-raok. E-touez ar gwirioù nevez roet gant Karl Voal da Erispoe, e oa envel anezhañ da roue ur rouantelezh isurzhiet. Roet e voe dezhañ ivez kontelezhioù Roazhon, Naoned ha gwikaria (adrann melestradurel ur gontelezh dindan levezon ur gêr vihan war ar maez = vicus) Raez.

 

 

Mammennoù o tont eus skridoù frank dreist-holl

Ar pezh a ouzomp a zo tennet dreist-holl diwar danevelloù bloazdanevelloù frank, re Fontenelle, re Sant Bertin ha re Akitania. Bez e c’heller lakaat ouzhpenn kronikennoù Akitania ha Reginon de Prüm a zo titouret mat diwar-benn an aferioù breizhat met kavout a reer enno un toullad fazioù o tennañ da urzh an amzer. Menegomp ivez diellevr Redon ha kurioù sent Redon.

 

Un degouezh eus ar c’hentañ evit Karl Voal

Ur souezhadenn dispar e voe marv Nevenoe d’ar 7 a viz Meurzh 851 evit Karl Voal, hervez bloazdanevelloù Angoulême. Marvet e oa unan eus gwashañ enebourien ar roue yaouank. Roue Francia Occidentalis a gavas neuze an digarez da adlakaat e veli war Vreizh. En em renkañ a reas gant e zaou vreur Lothaire ha Loeiz e miz Mae e Meersen, ac’hane ez eas Karl da Angers e miz Gouere. Moarvat eo e traoñienn al Loir e-kichen Lezigne e voe savet an arme servij. Domanioù ar fisk niverus perc'hennet gant ar roue en Anjev a zo korvoet evit prientiñ ha magañ arme ar Franked. Marteze ivez ne felle ket dezhañ mont pell eus ar Maine el lec’h ma oa sur da gaout skoazell.

 

An amzer o c’hoari a-enep Karl Voal

 

Goude bezañ bodet e arme e c’hortozas ar roue frank ur miz hanter a-raok brezeliñ. Ur prantad hir e oa (arvarus peogwir ne bade ket an armeoù servij en tu-hont da 40 devezh) ha n’heller displegañ an dale-se nemet en ur soñjal pegen nec’het e oa Karl Voal. Moarvat e ouie en doa diazezet Erispoe e c’halloud hag e oa savet Lambert, bet kont an Naoned, a-du gantañ. E vreur Loeiz a gasas dezhañ ur bloavezhiad soudarded sakson, met ne zeuas tamm skoazell a vrezel ebet digant e vreur henañ Lothaire, a oa amsklaer e emzalc’h.

Moarvat e kave da gKarl Voal e vefe deuet Erispoe d’en em gannañ en Anjev. Met hemañ, disfizius, a chomas war api e biz uhel Bro-Wened. Ne oa ket amzer da goll ken, ret e oa mont war-zu ar c’hornôg hag e kreiz miz Eost e kemeras an arme hent Angers-Karaez pe un hent all damdost, rak an hent a ya eus al Liger da Naoned a oa re arvarus abalamour d’an emglev etre Erispoe ha Lambert. En em gavout a reas arme Karl Voal dirak ar soudarded breizhat diazezet e-kichen Felgerieg-Veur. Erispoe en doa bet amzer e-leizh da brientiñ an emgann. Lañs a oa warnañ.

 

Carte de la bataille de Jengland

 

Deuet eo a-benn Hubert Guillotel da lec’hiañ tachenn an emgann war zouar Felgerieg-Veur a-drugarez d’un abadenn a gaver er Geste des Saints de Redon, a zanevell e voe lazhet daou Vreizhad gant soudarded c’hall hag a oa o klask boued chatal e kêriadenn Jeneglia, deuet da vezañ Jengland (Felgerieg-Veur).

 

Ar Vretoned o doa divizet treuziñ ar Gwilen hag a c’hortoze ar Franked war dachenn Felgerieg-Veur. Karl Voal a oa bepred e Juvardeil (e-kichen Durtal) d’ar 16 a viz Eost 851. Bez e c’hellfe bezañ tremenet dre hent Angers-Karaez pe dre un hent all kenstur gantañ bet lec’hiet pa oad o studiañ an darvoud.

 

 

Marc’hegerien vreizhat taer

 

Fur e oa a-berzh Hubert Guillotel kaout un nebeud miliadoù a soudarded hepken war an dachenn. Kaout un arme breizhat fiñvus un nebeud kantadoù a varc'heien skañv gant spegoù a voe un diviz mat evit en em gannañ a-enep al linenn frank gentañ, lec’h ma oa bet lakaet soudarded sakson gopret, boas da fiñval koulskoude. Al lodenn vrasañ eus ar soudarded frank a oa war droad. N’o doa ket skoazell ar varc’hegerien hag adalek an eil devezh o deus pennfollet. Karl Voal en doa kollet tud a fiziañs: Vivien, kont Tours hag abad Sant Varzhin; Gauzbert, mab Rorgon, bet kont ar Maine ; ar c’hont palez Hilmerad, a gavas gwelloc’h skampañ kuit d’an eil devezh evit mont etrezek Angers moarvat. Ne voe ket start neuze da arme Erispoe tapout kamp ar Franked d’an trede deiz diouzh ar beure.

 

 

Krouidigezh rouantelezh Vreizh

 

Un trec’h a-bouez e voe daoust m’o dije gellet ar Franked klask kaout un dro-vrezel all. Met Karl Voal a ranke klozañ kudenn Vreizh ar buanañ ma c’helle dre ma oa kemeret gant aferioù all. En em glevout a reas neuze gant penn meur Breizh. En eskemm d’un engouestl gwazek e voe anavezet Erispoe da vestr regnum Breizh. Roet e voe dezhañ kontelezhioù Roazhon ha Naoned ha gwikaria Raez. Da lavarout eo ez asante Erispoe doujañ d’an urzh politikel karolingat e stern ur rouantelezh isurzhiet. Kalz gwelloc’h e oa egetmissaticumNevenoe met ne oa ket un dizalc'hiezh penn da benn. Rankout a reas Erispoe lakaat lezennoù karolingat da dalvezout en e rouantelezh, hini ar relijion da gentañ penn. Un toullad bloavezhioù goude eo dre zimeziñ e voe startaet al liammoù etre ar roue frank ha hini Breizh.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Redon et Vilaine
  • Grand-Fougeray

Noël-Yves Tonnerre
05-09-2016