An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Emdroadur al labour-douar biologel

I_
0:0000:00

 

Labourer-douar e bro Gwitreg eo Michel Davenel. Ugent vloaz zo en deus dibabet al labour-douar biologel. Displegañ a ra reolennoù an doare labour-douar-se.

 

 

Diorren al labour-douar askoridik en deus degaset cheñchamantoù bras d’an endro : etre 1970 ha 1995 eo bet lieskementet dre bemp feur an nitratoù en dour hag an traezhennoù zo bet aloubet gant bezhin glas, dreist-holl abalamour da implij produoù kimiek (temz ha diastuzerioù) ha d’ar skuilhañ teil ha dour-hañvouez o tont eus an desevel moc’h. Ur gudenn vras eo e Norzh Penn-ar-Bed hag en Aodoù-an-Arvor. Ar saotradur-se zo ur gudenn evit an dud rak n’hellont ket evañ an dour-red, ha fall eo evit brud vat ar vro a zo diazezet ivez war an natur hag ar beved.

Emskiantañ ar c’hevredigezhioù a-vicher zo bet diwezhat a-walc’h – an taol brudañ « Bretagne eau pure », kaset da benn a-gevret gant ar galloudoù publik e 1988 – ha sturiadoù Europa e penn kentañ ar bloavezhioù 90 zo bet divizoù a-bouez.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Vitré
  • Pays de Vitré - Porte de Bretagne

11-01-1991