Digoradur stankell ar stêr Renk
Lidañ a ra ar Jeneral de Gaulle lid digeriñ stankell vordredan ar Renk. Un degemer kalonek a ra an engroez d’ar prezidant a zistag ur brezegenn. Emañ Breizh, emezañ, e-kreiz diorren Frañs.
E-kerzh ar bloavezhioù 1950-1960 o doa an dud ar santimant e oa Breizh war an diskar. Diwar-lerc’h eo Breizh war kement tachenn, evit meur a abeg, abaoe ouzhpenn kant vloaz met ur youl politikel a sikour cheñch penn d’ar vazh. Tud ar CELIB a stourm a-enep d’an divroañ ha da wander an ijinerezh : klask a reont diskoulmañ ar c’hudennoù ekonomikel, hini ar boblañs, an aveadur hag ar raktresoù. Da lavarout eo adreiñ nerzh ha buhez da obererezh ar vro.
Evit aesaat donedigezh ijinerezhioù nevez, ha peogwir e oa gwan obererezh an industriezhioù e Breizh, e oa bet prometet gwellaat pourvezadur an energiezh, dreist-holl an tredan. Diwar ar steuñv-se e oa bet raktreset sevel ur greizenn vordredan hag ur stankell-hent war ar Renk, 134 vloaz goude kanoladur ar stêr.