An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Deroù greanterezh ar feilhañs e Kemper

 

Ijinet en Itali (e kêr Faenza) ha degaset eus Prouvenso da Gemper eo bet renet greanterezh ar pri-gwer en Ti Meur gant un den deuet eus tro Nevers hag unan all eus Rouen. Ur broduenn dibar e oa honnezh, savet diwar meskaj an doareoù hag an teknikoù a veze graet gante en daou lec’h meur-se eus ar feilhañserezh e Bro-Frañs.

 

 

An Ti Meur

 

War a seblant e vefe deuet Jean-Baptiste Bousquet, mestr kornpriour eus Sant-Zakarias, er Var, da Gemper e miz Kerzu 1699 diwar ur bedadenn digant leanezed Benead prioldi Lokmaria. Lec’hiet-kaer e oa kêr Gemper. Pri ha koad forzh pegement a gaved eno. Aezetaet e oa ar c’henwerzh gant ar porzh war ar stêr-Oded. Peadra oa eta da vroudañ Pierre Bousquet, mab Jean-Baptiste, da guitaat Marsilha e lec’h e oa deuet da vezañ mestr-feilhañsour e fin ar bloavezh 1699, da zont da gaout e dad.


Staliañ e atalier ha sevel ur forn a reas hennezh d’an 12 a viz Gouere 1708, nebeut amzer a-raok marv e dad. Ur wir labouradeg an hini a voe savet gantañ tamm-ha-tamm adal neuze.


E 1731 e timezas Marie-Jeanne Bousquet da b/Pierre Bellevaux, bet ganet e Druy e-tal kichen Nevers, a oa deuet eus Rouen e lec’h ma laboure e 1722 gant e eontr Edme Serrurier. Adal neuze e labouras hennezh gant e dad-kaer betek e varv e 1743.


A-raok mervel e miz Gwengolo 1749 timezas Pierre Bousquet e verc’h vihan da b/Pierre-Clément Caussy, feilhañsour anezhañ, deuet eus Rouen da Gemper e 1747. Diwar ar skiant bet prenet gantañ e roas hennezh ul lañs nevez d’ar stal.


D’ar c’houlz-se e oa labouradeg Kemper an hini nemeti e Breizh. Fred a gave eus Menez Mikael-ar-Mor da Vourdel hag alese betek inizi Amerika, dre Gompagnuniezh an Indez a oa staliet en Oriant hag e Porzh-Loeiz.


D’ar 14 a viz Gwengolo 1771 e timezas Antoine de la Hubaudière, bes-ijinour ar Pontoù hag an Hentoù e Breizh da Vari-Elizabeth Caussy. Hag ar gwazh yaouank, c’hoant gantañ da gas ar stal war hentoù nevez, da gregiñ e-barzh.


E 1779 e lakaas sevel peder forn gres evit poazhañ listri, endalc’hoù a bep seurt, korzennoù-dizourañ ha teol kanto. A-drugarez d’e renk er gevredigezh e voe digoret frank dorojoù zo dezhañ ha dre-se e tapas kaout marc’hadoù bras digant ar roue ha dont da vezañ pourchaser nemetañ feilhañs, gres ha priaj arsanailh Brest, ospitalioù an armeoù ha paramant ar morlu. Perc’henn e chomas an tiegezh de la Hubaudière war ar stal betek 1914, pa voe prenet honnezh gant Jules Verlingue.

 

Al labouradeg Elouri

 

E 1732 e oa bet ganet François Elouri, micherour e ti Bousquet hag e ti Caussy goude-se. O chom e karter Lokmaria e oa. Eno e savas ur forn vihan da boazhañ priaj. Sikouret e veze gant e vab henañ Gwilhom a oa war e bemzek vloaz. E 1777 e prenas François Elouri hag e wreg un ti damdost d’o hini a veze implijet an traoñ anezhañ da stal goñvers. Kornioù-butun ha priaj rous, gres moarvat, a veze kavet eno. E 1779, pa varvas François Elouri e oa tri zour d’e labouradeg, skeudenn gentañ eil stal feilhañserezh Kemper, 28 micherour o labourat enni, ul livour en o zouez e 1808.


E 1843 e voe prenet stal e eontr gant Gwilhom Porquier a roas e anv dezhi.


Pa stagas e anv ouzh hini an arzour Alfred Beau e miz C’hwevrer 1875 e tapas al labouradeg an anv Porquier-Beau betek he devezh diwezhañ e 1903. Oberennoù arz da vat an hini a voe fardet enni.

 

Plad eus rumm al louzaouennoù, krouet gant Alfred Beau evit al labouradeg Porquier-Beau, war-dro 1875. Dastumadeg Mirdi Kemper ar Feilhañserezh, foto gant Jil Kervella.

 

Ar poderezh Dumaine

 

Ganet e oa bet Guillaume Dumaine e Ger (Normandi) e 1751 en ur hir a lignez podourien hag a gustume fardañ gres-holen. Etre 1775 ha 1780 e labouras hennezh e ti de la Hubaudière kent mont da sevel ul labouradeg priaj ha feilhañs e Kemperle. Eno e timezas d’ur plac’h eus Kemper e 1783, ha da Gemper e tistroas e 1790 goude bezañ graet freuz-stal.

Neuze e c’hoantaas fardañ picheroù gres giz Bourdel. Yalc’hadoù a voe roet dezhañ gant kuzul-ren an departamant gant ma tremenje hep produiñ mann ebet all.

Pa varvas Guillaume Dumaine e 1843 e voe prenet ar stal gant Tanquerey. Bet stummet gant e eontr e teuas Jules Henriot da vezañ perc’henn warni e 1891. Kemer a reas Camille Moreau, bet deskard Alfred Beau, asambles gantañ ha bec’h d’ar produiñ feilhañs. E 1913 e voe prenet foñsad ar stal Porquier gant al labouradeg. E 1968, p’en em gavas ar stal feilhañserezh Henriot en arvar e voe adprenet gant he c’hevezour HB.

 

Boutailh gres-holen. Dastumadeg Mirdi Kemper ar Feilhañserezh, foto gant Jil Kervella.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Cornouaille
  • Quimper

Bernard Verlingue
05-09-2016