An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Derou an dipografiezh e Breizh

Derou an dipografiezh e Breizh - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Ijinet e oa bet an dipografiezh war-dro 1450 ha strewet kerkent en Europa a-bezh.

 

E 1484 e voe staliet kentañ stal-voullañ Breizh e Brec’hant-Loudieg, damdost da Bondi, gant Yann a Roc’han, Aotrou ar Gué-de-l’Isle. Savet e voe div vilin baper war vord al Lié evit he fourveziñ ha lakaet daou vestr-mouller, Robin Foucquet ha Jehan Crès d’he ren. 

Tennet eo ar skeudenn-mañ, o tiskouez ardamez Breizh harpet gant daou leon o krozal, diwar levr Hengustum Breizh bet embannet gant ar stal-se e 1485. Ne chom nemet 7 skouerenn anezhañ er bed a-bezh.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays du Centre Bretagne
  • Bréhan

31/01/2017