Citroën, an eilkevraterien
An embregerezh Citroën a zo aet e darempred gant pourvezerien a bep seurt. Ar bourvezerien-se a gemer perzh er fardañ, dreist-holl an embregerezh ECSA Kreven arbennik war azezennoù ar c’hirri.
Evel an holl embregerezhioù industriel, Citroën-PSA a ra war-dro e obererezh pennañ – kenstrollañ pezhioù ar c’hirri – hag evit ar peurrest e labour gant ur c’henrouedad eilkevraterien. An embregerezhioù-se a gas o marc’hadourezh prim-ha-prim. Abalamour d’an doare mont en-dro-se en deus Citroën-PSA gwerzhet ul lodenn eus e obererezhioù. Gwir eo bet evit embregerezh polimer La Barre-Thomas, bet kroueet e 1954, hag a zo bet adprenet gant an italian CF Gomma. Abaoe 1999 e labour an embregerezh-se evit meur a saver-kirri, Citroën o vezañ an hini brasañ. Ar memes tra zo c’hoarvezet evit PCI, un embregerezh staliet e Reuz, arbennikaet war ar c’harroñsadur.
Pa ’z eo bet lañset produiñ ar C5, ez eus bet graet labourioù gant Roazhon-Meurgêr evit kempenn un takad ijinerezh evit an eilkevraterien.
Met e 2009, pourvezerien ar c’hornôg hag a laboure evit ar saverien-kirri gall hag estren a zo wazh ivez eus enkadenn marc’had ar c’hirri. Embregerezhioù a serr hag implijoù da heul. Da skouer, embregerezh Barre-Thomas a rank abaoe 2006 plediñ dibaouez gant steuñvoù sokial – goude bezañ graet postadurioù arvarus ha bezañ bet adprenet gant fontoù postañ amerikan.