An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

C’hoariva nevez Dinan

I_
0:0000:00

 

Lid digor a vo e Dinan er c’hoariva kêr, c’hoariva ar jakobined. Hir gortozet e oa an dra-se gant an an dud. Fellout a ra dezho e vefe kinniget abadennoù liesseurt. Georges Goubert a zistro war dalvoudegezh an digreizennañ sevenadurel.

 

 

E-leizh a savadurioù istorel a vez kavet e Dinan. A-raok bezañ ur c’hoariva bet digoret e 1966, e oa ar Jakobined ur gouent savet gant menec’h e 1232. E 1824 e prenas kêr-Zinan ar savadur a voe treuzfurmet a-hed an XIXvet kantved. Er penn kentañ e voe staliet gant ti-kêr Dinan meur a di-genwerzh. War an hevelep tro, en ul lodenn all eus ar gouent e laboure meur a gevredigezh-c’hoariva.  E 1868 e rankas ti-kêr Dinan talañ ouzh enebiezh ar genwerzhourien all eus kêr a gave dezho e rae ar stalioù diazezet er gouent ur c’hevezerezh re start outo. Divizout a reas neuze an ti-kêr serriñ al lec’hioù gwerzhañ, evit treuzfurmiñ al lec’h en ur c’hazino. Ar sal-c’hoari a reas berzh e-pad un nebeud bloavezhioù, met labourioù koustus-tre a oa ret ober, ha divizet e voe a-benn ar fin e deroù an XXvet kantved e c’hellfe ar c’hevredigezhioù c’hoant ganto da aozañ festoù feurmiñ ar sal. Meur a wech er bloavezhioù 1910-1920 e voe adlañset raktres ur c’hemplezh ostel-kazino, met kalz re uhelek e oa evit ur gêr bihan evel hini Zinan. Mallus e oa avat ober labourioù adkempenn, rak war an diskar ez ae ar savadur ha meur a wallzarvoud grevus a c’hoarvezas abalamour da se. Al labourioù a voe diskroget e-pad ar brezel bed kentañ, hag e-keit-se e voe deoget ar c’hazino. E dibenn ar bloavezhioù 1920 e tegemere ar sal c’hoariganoù renet gant kevredigezhioù a feurme ar salioù. Ret e voe gortoz kreiz an XXvet kantved evit m’en em ziazezfe ur c’hoariva kêr el lec’hioù suraet da vat en taol-mañ ha nevesaet penn-da-benn.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Dinan
  • Dinan

10-09-1966