An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Chapel-wenn diskouezidigezh kalon Anna Vreizh

E iliz Itron Varia Garmez an Naoned

Chapel-wenn diskouezidigezh kalon Anna Vreizh - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

En un dornskrid e tispleg Pierre Choque, lesanvet Bretaigne, floc’h Anna Vreizh anezhañ, lid obidoù an dugez adalek he zremenvan e Bleaz d’an 9 a viz genver 1514 betek donidigezh he c’halon e Naoned goude ma oa bet sebeliet he c’horf e iliz-veur Saint-Denis.

 

Diskouez a ra an enlivadenn-mañ ar chapel-wenn a oa bet savet evit diskouezidigezh kalon Anna e iliz Itron varia Garmez an Naoned. Deuet e oa Anna a Vontforzh da vezañ dugez Vreizh d’an oad a 11 vloaz, bet e oa rouanez Bro Frañs dre ziv wech  o timeziñ da Charlez VIII ha da Loeiz XII.

Eizh a vugale he doa ganet ha mervel a reas pa oa war he 37 vloaz. Sebeliet eo bet he c’horf e Saint-Denis. E Naoned emañ he c’halon avat.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Communauté Urbaine de Nantes
  • Nantes

31/01/2017