An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Bro ar sivi

Bro ar sivi

 

Estreget abati Daoulaz a zo brudet er vro-se, ken anavezet all eo an aour ruz : ar sivi. Pa vefent sivi-gouez pe sivi a vro Chile, o deus graet ar frouezh-se brud d’ar vro abaoe an XVIIIvet kantved. Hiziv e c’heller gweladenniñ ur mirdi gouestlet da istor ar sivi ha glad ar gourenez.

 

 

E 1740 eo e voe gounezet e Plougastell Fragaria chiloensis pe Sivienn wenn Chile, degaset eus Amerika ar Su gant Amédée-François Freizier. E deroù an XIXvet kantved avat, e voe ledet ar gounezerezh betek bezañ en e vrasañ e 1937. Er prantad-se eo e veze embannet kartennoù-post sivi warno. Reiñ ur skeudenn a verkfe mat  Breizh a felle d’an embannerien, evel gant skeudenn ar varc’hadourez vihan lipous da skouer, a voe strewet a-dreuz ar vro.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Plougastel-Daoulas
  • Pays de Brest