An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Benac’h

Kastell Coat-an-Noz

 

Abaoe ar bloavezhioù 1900 e kaver kartennoù-post gant monumantoù istorel ha savadurioù brudet hor bro. Pe vefent anavezet pe get, ez eus roud eus kement iliz, kastell pe maner a zo.

 

 

Dre-se eo bet taolennet meur a wech kastell Koad-an-Noz e Benac’h. Savet oa bet etre 1880 ha 1884 gant ar gontez Sesmaisons. Meur a berc’henn ez eus bet betek ma voe prenet e 1929 gant Sir Robert Mond evit e wreg Lady Mond, genidik eus Benac’h. Ar souezhusañ eo he doa Lady Mond, adalek 1923, adsavet ur c'hastell heñvel e kêr. Eno eo staliet bremañ ar CRIR (Centre Régional d’Initiation à la Rivière).

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Guingamp
  • Belle-Isle-en-Terre