An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Arzhur, Lañselod ha… Gwivred a Lambal

 

E 1525 ez embannas al levriour François Regnault, a oa un olifant arouez e stal e Pariz, un iskis a zastumad anvet : Ger-stur ardamezioù marc’heien an Daol-Grenn "qui estoient du temps du très renommé et vertueux roi Artus, roi de la grant Bretaigne, avec la description de leurs armoiries".

 

 

E-touez an ardamezoù faltazius-se, stag ouzh mojenn ar roue Arzhur, emañ reoù Gwivred a Lambal, 31añ marc’heg an Daol-Grenn (diwar 42). Evel Lañselod e oa hennezh ur marc’heg kantreour a Vreizh vihan, a varvas pa oa o klask ar Graal.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Saint-Brieuc
  • Lamballe

01-01-2017