An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ardamez mistri-kereourien kêr an Henbont

Ardamez mistri-kereourien kêr an Henbont - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

A-raok an Dispac’h e veze bep a skoed-ardamez ha bep a vanniel d’ar micherioù d’ober kemm etreze.

 

Diouzh ar feur-embann bet sinet e 1673 gant Loeiz XIV e oa ret en em strollañ dre vicher e pep kêr. E giz-se en em gave ar voserien, ar fornerien, an dogerien, ar garrourien,  ar gereourien, al lienourien, an orolajourien, ar vañsonerien, ar gilvizien, ar vilinerien, ar givijerien… strollet a rumm da rumm-micher da zivizout war reolennoù o labour pe war grafoù teknik dezhe o-unan.

Klasket en doa Charles d’Hozier, barner-ardamezour ha lignezour ar roue Loeiz XIV enrollañ an holl ardamezoù-se. Un testeni eus al labour-se eo ar renabl-mañ, ennañ brevedoù bet kadarnaet ha sinet.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Lorient
  • Hennebont

31/01/2017