An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ardamez kumuniezh prokulored

Prezidial Gwened e 1700

Ardamez kumuniezh prokulored Prezidial Gwened e 1700 - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

E 1675 e voe diblaset Parlamant Breizh da Wened gant ar roue evit kastizañ kêr Roazhon abalamour ma oa savet kannaded a-du gant emsavadeg ar Bonedoù ruz.

 

 

15 vloaz e chomas ar Parlamant e Gwened, siwazh d’ar gannaded a soñje dezhe, er penn kentañ, e vije bet berr an harlu-se. Degas a reas kement-mañ pinvidigezh da gêr Wened. Kreskiñ a reas he foblañs ha diorreet e voe karterioù nevez. Derc’hel a reas ar Parlamant e abadennoù er C’houi e lec’h ma oa staliet kentoc’h Prezidial Gwened, ul lez-varn all, a rankas dilojañ betek un ti frank a voe adkempennet a-ratozh. E 1690 avat, pa guitaas ar Parlamant Gwened ez adkavas ar Prezidial e loc’h gwechall e gwasked ar C’houi.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Vannes
  • Vannes