An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ardamez kêr Ankiniz

Ardamez kêr Ankiniz - Levraoueg Meurgêr Roazhon

 

Estroc’h evit an noblañsoù o deus bet ardamezoù.

 

Bet zo bet ivez gant meur a gêr, a vicher hag a hinienn eus ar bobl hag a glaske kas o brud er mod-se.

Arouezioù dibar, tresoù koulz ha skridoù, zo d’an ardamezouriezh. E-giz-mañ eta e vez taolennet ardamez Ankiniz : « De gueules à trois quintefeuilles d’argent chargées d'hermines », ar pezh a dalvez : ruz he leur, warni teir bleunienn pemp delienn arc’hant dezhe, erminigoù enne.

Ha ger-stur kêr Ankiniz d’e heul : « Folium ejus non defluet », da lâret eo : Ne goueñvo ket he bleunienn.

Diwar : Livre de plusieurs escus et armoiries recueillies en divers lieux par moy, Jean Bossart, escuyer, sieur Duclos, conseiller et advocat du Roy au siége présidial de Rennes,...  commencé en l'an 1639...

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays d'Ancenis
  • Ancenis

31/01/2017