An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ardamez gall ha saoz war un dro e gwinieg bro an Naoned

 

Anavezet eo an tiegezh a C’houlen er winieg abaoe marevezh ar Gapesianed kentañ.

 

Emañ koulz ardamezioù Bro-saoz ha reoù Bro-c’hall war he skoed. Evel-se emañ abaoe ma oa bet kaset Yann a C’houlen gant dug Breizh da ziazezañ ar peoc’h etre Herri II a Vro-saoz ha  Fulub-Aogust. Identelezh doubl an tiegezh zo embannet splann gant he ger-stur ivez : "De cettuy-cy, de cettuy-là, j'accorde les couronnes ».

Ur winieg zo stag ouzh kastell an tiegezh, e komun Gorre-Goulen, war marzioù Breizh. Ar c’hastell pellañ war-zu ar c’hornog eo hennezh e-touez kastilli traoñienn al Liger.

Skoed-ardamez dornskrivet, tennet diwar Levr-ardamezioù Breizh, lodenn gentañ : « Skoedoù-ardamez livet tiegezhioù marc’heien – ha tiegezhioù nobliset- Breizh ».

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays du Vignoble Nantais
  • Clisson

01-01-2017