An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ar vezhinerien

Ar vezhinerien

 

Al luc’hskeudennerien a c’haloupe dre ar vro e penn kentañ an XXvet kantved a glaske dibarderioù lec’hel, kement tra a denne d’ur gumun e Breizh. Setu perak e weler war ar c’hartennoù-post micherioù kozh aet da get bremañ , miliadoù a dud a veve a drugarez dezho en amzer-se.

 

 

Gwir eo evit ar vezhinerien war aodoù ar Mor Atlantel. Ar besketaerien-se a oa o micher dastum bezhin hag ez aent d’an aod pa veze mor-izel evit dastum ar bezhin degaset gant ar mor. Alies int bet luc’skeudennet war an aod e-kichen o c’harrad leun a vezhin. Ur wech dastumet e veze lakaet da sec’hañ ha goude-se da zeviñ e-barzh fornioù evit kaout soda a veze gwerzhet da c’houde.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Retz Atlantique
  • La Plaine-sur-Mer