An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ar skrivadeg

Gourfenn ar reizhskrivadeg vras e brezhoneg

 

Bep bloaz e vez aozet e Breizh a-bezh ur gentrivadeg reizhskrivañ e brezhoneg, Ar Skrivadeg anezhi, gant ur rouedad kevredigezhioù o fal kas ar brezhoneg war-raok.

 

Div bazenn zo d’an darvoud-se. Kaset e vez an hini gentañ e meur a gêr eus pemp departamant Breizh hag e Bro Bariz. Dibabet e vez eno ar re wellañ e pep rummad d’o c’has d’ar gourfenn a vez aozet neuze en ur gêr disheñvel a vloaz da vloaz.

Meur a live, diaes pe diaesoc’h, zo d’ar genstrivadeg-se (bugale, krennarded, tud deuet, tud a vicher) ha prizioù a vez roet d’ar re wellañ e pep rummad (skolidi, tud deuet, deskirdi, brezhonegerien…).

E 2011 e oa bet aozet ar gourfenn e Naoned gant Kentelioù an Noz , ur gevredigezh savet e mod lezenn 1901 hag a gas kentelioù, stajoù hag abadennoù sevenadurel e brezhoneg evit an dud deuet el Liger-Atlantel, e Bro Naoned dreist-holl.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Communauté d'Agglomération Région Nazairienne et de l'Estuaire
  • Nantes

21-05-2011