An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ar Redadeg

 

Ur redadeg a bep eil war-droad eo Ar Redadeg. Aozet e vez bep eil bloaz abaoe miz mae 2008 a-dreuz pemp departamant Breizh gant ar gevredigezh « Ar Redadeg a di da di », staliet e Mordelles (Il-ha-Gwilun).

 

Ur gouel poblek hag ur benveg stourm eo ar redadeg-se ivez a vez treuzet Breizh ganti noz ha deiz, dibaouez e-pad eizhteiz. Un arouez eus buhez, ijin ha startijenn ar brezhoneg a zo anezhi, pa ra al liamm etre an eil rummad hag egile, etre an eil korn-bro hag egile. Rannet e vez ar gwenneien bet dastumet o werzhañ kilometroù, etre raktresoù nevez-savet da gas war-raok implij ar brezhoneg er familhoù hag er gevredigezh war dachennoù an deskadurezh, an diduamant, ar sport hag ar sevenadur.

Berzh bras a ra an darvoud-se abaoe e daol kentañ ha kreskiñ a ra a vloaz da vloaz koulz hed ar redadeg hag ar sammadoù a vez dastumet  drezañ.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Rennes
  • Mordelles

01-01-2010