Ar marc’had diouzh ar c'hresk e Kastell-Paol
Ur strollad produerien eo SICA Kastell-Paol. Aozañ a ra gwerzh produerezh labourerien-douar ar vro en ur marc’had diouzh ar c'hresk. Alexis Gourvennec a zispleg deomp mont en-dro an aozadur-se hag ar pezh a zegas d’ar beizanted.
Ar « gouriz alaouret », da lavarout eo an takad a zek kilometrad led en arvor Norzh Breizh, zo brudet evit ar c’hounidigezh legumaj abaoe an XIXvet kantved. Adalek ar bloavezhioù 50 avat, e voe skoet ar broduerien gant gwerzhioù dister abalamour ma ne oant ket aozet mat a-walc’h evit talañ ouzh ar marc’had.
En teul-mañ e tiskouezer penaos e voe staliet ar marc’had diouzh ar c'hresk e Kastell-Paol gant al labourerien-douar yaouank. An doare d’ober nevez-se zo frouezh ur stourm hir hag a oa e bal diskar hollc’halloudegezh ar gouraterien a blede gant gwerzh ar produioù hag a lakae ar prizioù evel ma karent. Gant yaouankizoù ar JAC (Jeunesse d’action catholique) e voe kroget da brederiañ e-kreiz ar bloavezhioù 50, p’o doa gwelet digresk ar prizioù ha stummoù marc’hadoù disheñvel en estrenvro. E 1958 e krogjont gant ar stourm, d’ar mare ma oa skoet marc’had an artichaod gant un enkadenn. Manifestiñ e Montroulez ha bac’hañ an hentoù o deus graet, met krouet o deus ivez ur strollad labourerien-douar a zeuio da vezañ ar SICA (Société d’Intérêt Collectif Agricole) e 1961. D’an 22 a viz Meurzh 1961 e teuas marc’had a-gengrad Kastell-Paol da vezañ unan diouzh ar c’hresk.