An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ar gwini e breizh

La vigne à Saint-Suliac
La vigne à Saint-Suliac - Photo Guy Saindrenan

 

Gwiniegi zo bet abaoe pell zo hag a-wel d’an holl, war douaroù ledenez Rewiz ha hini Gwenrann, war-dro Redon, war ribloù aber ar Renk, hag e lec’h-all c’hoazh, nemet gwech ha gwech-all hepken hag en ur mod dibad. Koulskoude pa vez anv eus Breizh ez eo ar chistr a zeu da soñj d’an dud kerkent. Ar gwin ivez sur, nebeutoc’h avat, ha dreist-holl pa vez kaoz eus kleñved ar boeson e Breizh. E vije bet gwini e Breizh, kement-se a vez kavet iskis hag amzere alies, nemet e Bro-Naoned ma ’z int chomet stank betek an deiz hiziv.

 

 

E bro ar Renk

 

E bro ar Renk, norshañ gwinieg zo bet biskoazh e Breizh, ne gaver ken a veneg eus gounit gwini adalek an XVIIIvet kantved. Sur a-walc’h e oa bet gwiniegi eno abaoe ar Grennamzer uhel, padal ez eo diwar an XIvet kantved ez int bet testeniekaet da vat en dielloù kozh, war-dro Dinan, en daou du d’ar stêr Renk betek ar mor, hag e Pou-Alet en e bezh. N’eo ket gwall sklaer tra-penn da betra e oant aet da get. Bezañ zo da grediñ avat ez eo an emporzhiañ gwin eus broioù Pariz, Bourdel ha Poatev, a oa gwelloc’h eget gwin ar vro, an hini a voe kaoz.

 

War-dro ar Mor-Bihan

 

E ledenez Rewiz ivez n’haller ket lakaat deiziad pe bloaziad resis war donedigezh ar gwini ; daoust ha dre berzh Sant Gweltaz e vije bet kaset di e mod pe vod ? Kenkoulz all ! Gwini a raer anv anezho en testenioù adal deroù an XVIvet kantved, ha gounezet e vint eno betek ar bloaz 1993, ma vo disklêriet an diwezhañ mendem ofisiel el ledenez. E fin an XIXvet kantved an hini e oa bet ar winieg en he barr, pa oa troet an dud d’ober kentoc’h gwin-ardant brudet bras ha priziet, evel « lagout Rewiz » paneveken. Ar cheñchamant-se a oa bet gallet ober peogwir e oa bet peurzisgwriet gwiniegi Cognac diwar-lerc’h ar filoksera, nemet e oa deuet ar c’hwenn-gwini da hadañ o reuz e gwiniegi Rewiz ivez da c’houde (1903). Pa oa bet klasket adsevel ar re-nes war-lerc’h ar Brezel Pevarzek e oant chomet dister, anezho plant hiron a oa tonket dezho bezañ tennet holl diwezhatoc’h.

 

Traoñienn ar Gwilen izel

 

E Redon e oa chomet ar gwini e-touez trevadoù ar vro betek 1950, neoazh e deroù an XIXvet endeo ne ’z ae ket ar winieg eno gwall bell en tu-hont da 300 hektar. Redon, porzh mor ha rak-porzh da Roazhon, sed aze sur a-walc’h hag a zo bet perzhioù enep ar gounit gwini er vro-se, dre ma veze laosket gwin arallvro (eus Bourdel pa vo lavaret) da zont tre, hag eñ gwelloc’h eget gwin ar vro. Moarvat n’eo ket gaou soñjal e voe menec’h abati Sant-Salver (832) ar c’hentañ gwiniourien er vro-se, daoust ma ’z eus meneg dreist-holl e levr-dielloù an abati eus gwiniegoù pell ac’haleno, e ledenez Gwenrann pe e Bro-Raez.

 

Bro Gwenrann

 

Pelloc’h war-zu ar c’hreisteiz, e ledenez Gwenrann, ez eus bet gwiniegi abaoe ar Grennamzer. Gwin ar vro, koulz ha hini Bourdel degaset di gant batimantoù Gwenranniz, a vage ur c’henwerzh spletus, gant Bro-Saoz dreist-holl. Gwinieg ar vro-se a oa a hed-da-hed krap ar menez a-us bae an Treizh, penn-da-benn eus Penc’herieg d’ar Baol. Uhelennoù troet war-zu ar mervent, tachennoù war ziribin, sed aze perzhioù diouzh ar gwellañ evit gounit gwini en ur vro ken tost da harzoù norshañ ar plant-se, ma teu peurazv ar rezin dre gras kaer an hin nemetken. Lod klozioù (Kongor, Kloz Rignag) a oa bet tapet brud vat ganto dre ar c’horn-bro. Er bloaz 831 e kaver ar c’hoshañ meneg eus ur winieg bennak : un dachennad e Penc’herieg an hini eo, a oa abati Sant-Salver Redon perc’henn warni. War-dro 20 000 hektolitr a win a veze produet er c’horn-bro e fin ar Grennamzer. Plant gwini a orin eus Anjev - pineau an Aunis - a oa bet degaset da brioldi Skoubleg gant beneadiz abati Saint-Florent-le-Vieil. Gouennadoù gwini lies a oa er winieg-se, disheñvel diouzh ar gouennadoù boas, er c’hontrol d’ar gwiniegi all a zo bet e Breizh. Hag un efed e vefe eus an digor war ar mor ? Marteze. Aet e oa gwinieg Gwenrann da get avat, evel hec’h amezeien e Rewiz hag e Redon, war-dro fin an XXvet kantved, distrujet ma oa bet gant ar filoksera e-tro 1890 hag adsavet gant plant hiron ha ne vezent ket imboudet. Tamm-ha-tamm e oa bet berzet ar gounid hag an implij eus ar re-se.

 

Bro-Naoned

 

He ment (war-dro 17 000 ha) an hini a lak kemm etre gwinieg Bro-Naoned hag ar re all meneget betek-hen, hag ar vrasentez-se zo kaoz ma ’z eo manet betek an deiz hiziv. A-benn bremañ ez eo gwin fin (AOK) a ya d’ober ouzhpenn an hanter eus ar gwin a vez produet eno, hag o sevel o c’hein en-dro emañ tud ar winieg-se goude meur a vloavezhiad diaes evit ar gwerzh. Adalek dibenn ar XVIvet kantved ha betek an Dispac’h e oa bet homañ ur winieg evit ar gwinardant, dindan wini gros-plant ar braz anezhi. A-raok ma teufe ar filoksera d’ober e reuz (1884) e oa bet produet neuze diwar ar winieg-se gwin-mañjer da vezañ evet war ar pemdeiz gant tud ar biojoù hag un tammig larkoc’h, penn-da-benn d’an arvor e Su Breizh hag e Norzh ar Vañde. Diwar ar bloazioù 1920 e voed krog d’ober muskadig ha gwinoù all a galite, ur c’halite hag a voe anzavet kerkent ha 1936 pa voe deroet un AOK d’ar muskadigoù. E 2011 e voe embannet an dekredoù diwar-benn ar c’hentañ anvadurioù dre gumunioù : « Clisson, Gorges, Le Pallet » ; un hanter zousen anezho a voe embannet war-lerc’h, ha kadarnet e-giz-se an 3de live a galite, ul live hag a dlefe muioc’h a brenerien bezañ sachet gantañ avat.

 

E kement broig zo bet meneget amañ e chom hiziv c’hoazh roudoù eus ar gwini e-barzh anvioù-lec’h ar c’hêriadennoù pe re an dachennaoueg, ha pa vije aet ar gwiniegi da netra abaoe.

 

Gwiniegoù zo a vez tiekaet gant tud ambisionet da vat d’ober gwin a galite, ha gwiniegourien zo en em denn gant gwinoù enorapl ha kalz gwelloc’h evit se zoken, ken ez eus bet souezhet meur a vlazataer kustumet.

 

Daoust ha plantet e vo gwini en-dro e Breizh ? N’eo ket dibosubl, ha gwir eo dija en ur mod, dre berzh ar gwiniegi, meur a zegad anezho, bet savet kentoc’h evit ar glad abaoe ugent vloaz. Hep tamm spered marc’hadour enno, ez eo ar gwiniegi-se gwir liammoù sokial, e kement karter hag e kement kêriadenn ma ’z int bet plantet, peogwir e labour an dud war o zro a-stroll, ha fest ganto da heul, da goulz ar vendem dreist-holl.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays du Vignoble Nantais

Guy Saindrenan
05-09-2016