An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ar fererez koefoù

I_
0:0000:00

 

E Skiñvieg en Aodoù-an-Hanternoz e talc’h ur vaouez kozh da feriñ koefoù. D’an oad a 13 vloaz e krogas gant ar vicher-se, hag a vez treuzkaset a-rumm-da-rumm. Fererez nemeti ken er vro e kont dimp hec'h eñvorennoù..

 

 

Labour ur fererez zo prientiñ koefoù, da lavarout eo naetaat, ampezañ ha feriñ anezho. Ul labour pizh-kenañ eo, o vezañ ma ranker labourat etre c’hwec’h hag eizh eurvezh gant pep koef. Ar vicher hengounel-se ne veze graet nemet gant merc’hed, daoust ma oa gouest paotred zo d’hen ober ivez. 

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Squiffiec
  • Pays de Guingamp

05-09-1970