Ar c’hregin-sant-Jakez e Breizh
Koulzad an dastum kregin-sant-Jakez a grog e miz Here hag ez echu e miz Meurzh war aodoù Kornôg Bro-c’hall. Pesketaerien eus Erge-ar-Mor pe eus Brest, ar porzhioù-mor pennañ e Breizh evit ar c’hregin, a zispleg o micher hag o doareoù dastum.
An dastum kregin a zo ul lodenn vras eus gounidegezh pesketaerien aodoù an hanternoz peogwir eo gregilheg Aodoù-an-Arvor an hini a brodu ar muiañ e Breizh. Erge-ar-Mor eo porzh-mor kentañ hanternoz Breizh hag ar porzh-mor europat kentañ evit ar c’hregin-sant-Jakez : e 1972 e veze produet 12 000 tonenn kregin e Aodoù-an-Arvor. Koulskoude eo bet kemmet kalz ar gregilheg abaoe an eil brezel bed, a bep eil fonnus pe dister ar c’houlzadoù. Daoust ma kemm kalz eus un eil bloaz d’egile (1963 : 2 400 tonenn en Aodoù-an-Arvor, dindan 1000 tonenn e 1965) e kresk ar stokoù a-galz e penn kentañ ar bloavezhioù 70 peogwir eo brasaet an dachenn ha fonnusaet an danvez. Ar binvidigezh-se he deus adroet lañs da vuhez ar mor. Da gentañ e oa an dastum kregin ur vicher glokaat met kemeret he deus plas micherioù aet da get (kraoñ-mor ha kistin-mor) evit dont da vezañ er bloavezhioù 70 ar gounidegezh pennañ en dachenn-se : kontañ a reer 56 bag-kregina e 1963 ha 440 e 1975.