An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Ar c'hazino

Ar c'hazino

 

A drugarez d'ar c'hartennoù-post e c'heller studiañ istor an douristelezh, dreist-holl adalek penn kentañ an XXvet kantved pa oa birvidik an dachenn-se.

 

An dud n'o doa ket aon ken rak ar mor hag o doa plijadur o tont war an aodoù. A-raok na teufe da vezañ lec'hioù boutin da dremen vakañsoù e oa an aodoù lec'hioù diskuizh pe lec'hioù kurañ evit tud a renk uhel er gevredigezh.

Alese ez eus bet roet lañs d'ar c'houronklec'hioù a-hed an aod. Kreiz ar c'hêrioù-se a zo holl heñvel : ur greizenn gant ur c'hazino hag un ostaleri vras a-dal d'un hent-bale, hag ur greizenn all a gresk tro-dro d'an ti-gar un tamm pelloc'h. Pal kêriekaat al lec'hioù-se a zo kinnig tachennoù an tostañ posupl ouzh an aod d'an douristed.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Saint-Brieuc
  • Pléneuf-Val-André