An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

An harzou etre ar brezoneg hag ar gallaoueg

Un article de BCD

Carte du XVIIe siècle, en couleur
Carte du XVIIe siècle, en couleur - Document CRBC, Brest.

 

Eur vro ma komzer meur a yez eo Breiz. En tu-hont d'ar galleg ha d'eun toullad yezou all, e komzer amañ brezoneg ha gallaoueg. Er hornog, eo Breiz-Izel an takad ma komzer brezoneg a-viskoaz, pa gomzer gallaoueg er reter, e Breiz-Uhel. Harzou a oa o tispartia an diou yez, nemed n'int biskoaz bet stabil. Goud a ouie mad an dud koulskoude beteg peleh dre just e veze komzet an eil hag eben, med en deiz a hirio n'eo ket ken frêz ar vevenn pe al limit (evel a vez laret ive).

 

 

Harzou trompluz

N'he-deus biskoaz bet ehanet ar vevenn da gila war-zu ar hornog. Beteg kreiz an XXved kantved avad, eo bet skoet ar re o-deus bet taolet pled deuz ze o weled pegen frêz e oa an disparti etre an diou yez : « Pe e ouier brezoneg pe ne reer ket », eme eur beajer e 1828.

Komz a ra an istorour Pitre-Chevalier e 1845 deuz « moger Chin ar yez vrezoneg ». Eur hant vloaz bennag war e lerh, e 1947, an douaroniour Marcel Gautier a gav dezañ bepred n'eo ket tammig ha tammig e tremener deuz eun eil tu d'egile : « Eur waz-dour, eun tamm hent bennag, tra-walh eo se a-wechou da verka an disparti a zo etre daou di-feurm a zo brezonegerien o chom en unan anezo, pa ne gomzer nemed galleg en egile, en tu all ».

An enklask kenta

Charles Coquebert de Monbret eo an den eo bet renet gantañ ar henta gwir enklask, hag en eun doare ofisiel-kenañ, a zo bet kaset da benn war ar sujed-se en amzer Napoleon kenta, e 1806. En hanternoz ar vro, ema neuze an harzou etre an diou yez e Plouha. En traoñ, e komzer brezoneg e kêriadennou Baz Gwennrann hag e Pennestin, en tu kleiz d'ar stêr Wilen, hag e reer ive e Kistreberz en tu dehou. Galleg a gomzer e Loudieg hag er Roh-Bernez.

Al linenn Sébillot

Adaleg ma vez kaoz deuz an harzou etre brezoneg ha gallaoueg eo d'al linenn a zo bet treset e 1886 gand Paul Sébillot eur kustum d'ober dave. N'eo ket bet eñ war an dachenn koulskoude evid ober an disterra enklask : titourou e-neus dastumet dre lizer digand eun deg bennag a dud. En eur pennad a c'hweh pajennad gand peder gartenn, e tiskouez peleh resiz ema an harzou etre an diou yez, parrez ha parrez, ha zoken kêriadenn ha kêriadenn.

E kêr Blouha, emezañ, e komzer brezoneg, ha galleg aliez a-walh. Er vro vrezoneg ema Korle, ha Mur kaji toud. Er vro halleg ema Geltaz, pa gomzer brezoneg e Noal-Pondi. Ar barrez ziweza ma komzer brezoneg eo Bilier en tu dehou d'ar stêr Wilen. En tu kleiz, e klever brezoneg atao e seiz kêriadenn euz ledenez Vaz.

Daou zoare disheñvel

Ar yezoniour Albert Dauzat ne gred ket dezañ, e 1925, « n'he-dije ket fiñvet » ar vevenn etre an diou yez, sed e teu d'ober eun enklask war blas, e Breiz. Ar choaz a ra eo poueza war toud ar pez a zo bet gonezet gand ar galleg. Anzao a ra koulskoude « n'eo ket bet kemmet bevenn 1886 pe nemeur, ma laosker gand ar brezoneg an oll barreziou ma vez komzet c'hoaz ». En desped da ze, eo kaji sur e vo dilezet « prest a-walh » e Plouha koulz hag e ledenez Ruiz.

Adaleg ma lenn pennadou A. Dauzat, Roparz Hemon a fell dezañ respont anezañ. Setu rener ar gelaouenn Gwalarn, hag a zo bet nevez savet gantañ, o kregi e 1928 gand an enklask kenta a vez bet greet biskoaz en oll barreziou Breiz-Izel da houd ha komz a reer brezoneg eno. Cheñchamant a zo e-keñver 1886 : evid ar zarmoniou e ra bremañ gand ar galleg an oll gêriou penn-kanton a zo war harzou ar yez : Plouha, Lañlon, Korle, Mur. Ar galleg a ra gantañ ive ar re a ree a-raog gand an diou yez. N'eus ken nemed ar parreziou diwar ar mêz (Bignan, Sant-Yann-Brevele…) hag o-deus dalhet d'ar zarmoniou brezoneg. 

Eun enklask heb e bar

Eul labour a-feson ha resiz eo an hini a embann R. Panier e 1942, en eur heulia al linenn a oa bet treset gand Sébillot kêriadenn ha kêriadenn e peb komun. Bet ema bet eñ e-unan oh enklask war an dachenn hed-ha-hed ar vevenn, ha « n'eus nemed ar hêriadennou ma zo daou pe dri rummad-tud boaz da gomz brezoneg, emezañ, a heller konta da veza ar re bella er vro vrezoneg ».

E Plouha, an dud deuet n'ouzont ket a vrezoneg ken, hervezañ, ha n'eus nemed eun toullad reou goz oh ober gantañ bepred. E Geltaz, eo bet gonezet ar hêriadennou d'ar galleg, ha n'eo ket gallaoueg a gomz ar re a zo eno o chom, med eur seurt galleg-rannvro. E Bourh-Kintin, « ne oar ket ar vugale brezoneg er famillou ma zo bet Galloed o timezi gand Bretoned, med deski anezañ a reont er skol gand o hamaraded ». E Mur ne glever ket ken a vrezoneg e kêr pe nemeur, ha marhata e galleg a reer er marhad.

Konta a ra R. Panier e-neus ar brezoneg « kollet eun tamm mad a dachenn » abaoe 1886 e traoñ ar Morbihan, en arvor muioh c'hoaz evid en douarou. E Noal-Muzilleg, eo bet kilet ar vevenn deuz seiz kilometrad war-zu ar hornog. Ne gomzer ken nemed galleg e Bilier. E ledenez Ruiz, ar re yaouank n'ouzont ket a vrezoneg ken, med komz anezañ a ra an darnvuia deuz an dud.

O klask an harzou atao

E fin an XXved kantved, ez eus bet klaskerien all o kerzed a-hed an harzou, a-benn gouzoud dre just dre beleh e tremene bevenn ar yezou. Bale he-deus greet an Amerikanez Lenora A. Timm e 1976 war roudou he diagenterien, ha chomet eo a-zao e kement bourhadenn hag e kement kêriadenn meneget gand Sébillot. Eur gwel he-deus greet evel-se da 40 komun en tu kornog d'ar vevenn ha d'eun toullad reou all en tu reter.

Hervezi, n'eus ken nemed diou – Kergrist ha Noal-Pondi – a heller konta da veza bepred parreziou a vez komzet brezoneg enno. 28 all ne gomzont brezoneg nemed « eun disterra ». Deg all, er fin, eo bet kollet o brezoneg ganto « da vad », e ledenez Ruiz, e Gwened ive koulz ha tro-dro kêr.

Daoust hag-eñ ez eus deuz ar vevenn hirio ?

Hervez L. A. Timm, eo « touelluz a-walh » komz deuz bevenn ar brezoneg a-benn bremañ. A-du eo Thomas Buckley, hag e-neus greet eun enklask trowardroiou Plouha, da lared n'eus ket deuz outi kaji tamm ebed ken, med eur vevenn wirion eo bepred, zoken e sperejou ar re ne oaront tamm brezoneg ebed. Hervezañ, int gouest da lared heb chom da dortal : « Amañ eo brezoneg. Du-hont, kant metr pelloh eo trefoedaj ».

Daoust hag-eñ e heller ober dave bepred d'al linenn Sébillot ? Ouspenn kant vloaz 'zo eo bet treset : a-raog 1886 n'he-doa biskoaz bet paouezet bevenn ar yezou da astenn war-zu ar hornog ha n'he-deus biskoaz bet paouezet d'ober abaoe, ken eo deuet da veza eun espez tamm bevenn dister. Komz deuz ar vevenn a heller ober bepred koulskoude, dre m'ema al linenn Sébillot hanter-hent etre ar re gosa hag ar re nevesa deuz an enklaskou a zo bet greet diwar he fenn.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Pontivy
  • Mûr-de-Bretagne