An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

An draoñienn hep distro

An draoñienn hep distro

 

E Breizh ez eo puilh ar mojennoù e kement korn-bro a zo. Piv ’oar gant pe voudoù en em gavoc’h war ribl un hent, e-kichen ur c’hoad ! Mojenn ar Roue Arzhur hag e varc’heien eo an hini vrudetañ, a-dra-sur.

 

 

Daoust ma n’ouzer ket hep mar e pelec’h emañ kêr Gamelod, e ouier mat ez eo Koad Breselien a gomzer anezhañ en danevell. Ouzhpenn 7 000 ha. zo dindanañ, un digarez vrav evit mont da bourmen pe evit hunvreal. En XXvet kantved dija e oa garanet don ar vojenn ennañ. Moullet e veze a bep seurt kartennoù hag a ziskoueze lec’hioù bamus evel bez Merzhin, milin Viviana pe c’hoazh an draoñienn hep distro. Homañ eo amsklaer hec’h istor rak lakaet eo bet da vezañ da Viviana ha da Vorgan tro-ha-tro, ul lec’h da sparlañ an amourouzien zifeal.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Paimpont
  • Pays de Brocéliande