An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Alez toet Ti ar Boudiged

Maison des Korrigans

Alez toet Ti ar Boudiged

 

E Breizh ez eo puilh an danevelloù gant boudoù ijinet : korriganed, boudiged, morganezed ha loened moliac’hel zo ur perzh bras ganto e ijin hengounel ar vro abaoe kantvedoù. Daoust da Vreizh bezañ bet katolikaet eo chomet bev an herez rakkristen-se e spered an dud hag ez eo ur skeudenn eus ar vro.

 

 

War ar c’hartennoù-post e kaver alies skeudennoù awenet gant ar c’hredennoù pe al lec’hioù-se, evel ar steudadoù meurvein da skouer. Aes-tre e roer d'ar re-mañ perzhioù mojennel, o vezañ ma’z eus anezho e Breizh a-bezh. El levrioù e vez kavet skeudennoù taolioù-maen, peulvanoù hag a bep seurt meurvein all diskouezet evel bezañ burzhudus. Hervez ur vojenn eta, e vije Alez toet Ti ar Boudiged e Brenniliz annez ar gorriganed.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays du Centre Ouest Bretagne
  • Brénnilis