An teñzorioù tro-dro deoc’h, gant Bretania

Aet Kib Bro-C’hall gant Stad Roazhon

I_
0:0000:00

 

Aet e oa ar maout gant Stad Roazhon e gourfenn Kib Bro-C’hall er Parc des Princes, en ur gannañ Sedan 3 fal da 1. Tri devezh war-lerc’h e voe degemeret ar c'hoarierien gant youc'hadennoù a levenez gant un engroez a dud.

 

 

E 1965 ez eas Kib Bro-C’hall gant Stad Roazhon hag e voe plijadur e Breizh a-bezh. Evit an eil gwech en istor Kib Bro-C’hall goude 1963 e voe dav adc’hoari ur gourfenn. Goude bezañ bet kollet daou gourfenn e 1922 hag e 1935, e voe degaset Kib Bro-C’hall e kêrbenn Breizh, a-benn ar fin. Jean Prouff, gourdoner skipailh Roazhon, a oa boas da lakaat e pleustr un taktik a denne da hini skipailh Anderlecht – er stumm 4-2-4. A-drugarez d’an taktit-se e voe dibar hent Roazhon er genstrivadeg.

Daniel Rodighiero hag e genc’hoarierien a lakaas 29 fal en ur ober 7 krogad ! N’eus ket bet graet gwelloc’h abaoe. Kroget e oa festival skipailh Roazhon a-enep ar Red Star (2-0) hag ar RC Lens (4-3) met ne oa ket echu. En eizhvedenn gourfennoù e kannjont an Olympique Saint-Quentinois en ur lakaat dek pal (10-0). Goude krogadoù ar c’hardgourfenn a-enep Nice (5-2) hag an hanterc’hourfenn a-enep Saint-Étienne (3-0) e c’helled soñjal en ur gourfenn eus ar re vravañ a-enep an UA Sedan-Torcy.

 

  • Eskemm war :

Localisation :


  • Pays de Rennes
  • Rennes

27-05-1965