Adneveziñ Erv Breizh e Naoned
Erv Breizh, bet echuet e 1974, zo arouez ar boan vevañ er savadurioù bras. Roet o deus lañs ar Stad, ar C’hef goproù tiegezh ha ti-kêr Sant Ervlan da labourioù adneveziñ evit gwellaat stern buhez an Erv.
Kregiñ a reas an traoù e dibenn ar bloavezhioù 1960 pa zivizas kevredigezh HLM Home-Atlantique hag an Doenn Kenoberiañ (Toit Coopératif) seveniñ ar geodad peurvat evit sevel un hollad a rofe an tu da rummadoù tud disheñvel da genvevañ ha da gemer e karg aveadurioù a-stroll.
An Erv, staliet e fabourzhioù Naoned war-du ar C’hornôg, a zastume neuze, ur wech echuet, an holl aveadurioù ret evit e 3000 annezad : ur greizenn genwerzh, un adti-kêr, ur greizenn gevredigezhel ha sevenadurel ha yec’hedel ha kevredigezhel, ur burev post hag un arsav-diwallerezh. Met ur bloaz war-lerc’h e tiskouezas niveradeg 1975 ne oa ket bet kemmesket an dud evel ma oa dleet : 17,3 % a sternerien uhel, 52 % a renkadoù etre. Daou vloaz war-lerc’h bezañ bet digoret e vod an Erv 200 lojeiz goullo diwar un hollad a 895.