Skol-veur Roazhon 2

Abaoe miz Mae 2010 e c’haller gwelet, enlinenn ha digoust, an holl zielloù niverelaet a zo e dalc’h levraoueg Servij boutin an diellaouiñ e Skol-veur Roazhon 2. Tri dalc’had dre dem a zo : dastumadeg Breizh, dastumadeg ar Broioù keltiek all, dastumadeg Anjela Duval. Meur a zoare da furchal zo : enklask war an holl destenn, evit pep diell, pe enklask war al lec’hienn. Al lec’hienn : bibnum.univ-rennes2.fr