Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK)

E daou di ar gevredigezh Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek (KSDK), e Sant-Ervlan hag e Gwened, zo kinniget daou zalc’had dielloù a denn da Vreizh, d’ar brezhoneg ha d’ar Broioù keltiek, d’ar glad sevenadurel en e stummoù liesseurt : lennegezh, embann, tudoniezh, istor, buhez an ekonomiezh ha buhez ar gevredigezh… Prenet e vez, gant tud KSDK, kement levr e brezhoneg a vez embannet hirie. Levrioù e galleg deus Breizh ha levrioù lennegel ar yezhoù keltiek all ac’h a d’ober al lodenn vrasañ deus an dalc’had.
Gant Porched sevenadurioù Breizh e c’hallo KSDK talvoudekaat he dalc’had skritelloù ha teulioù kelaouiñ all, hag he dalc’had levrioù en domani foran ivez, ral anezhe alies pe re vresk evit bezañ lakaet etre daouarn an dud, hag a vez niverelaet er mare-mañ. War wel d’an holl e c’hallo an dielloù-se (levrioù katekiz, yezhadurioù, geriadurioù, hentennoù yezh, c’hoariva, studiadennoù, pennadoù-esae…) bezañ lakaet.
Ur 17 000 diell bennak a c’hall bezañ gwelet gant an holl e tier KSDK, hag en tu all da 400 kelaouenn gouestlet da Vreizh pe d’ar broioù keltiek.
Un dibab dielloù kinniget gant KDSK

Fest-vraz e Plouizi
Fest-vraz e Plouizi

Kevredigezh Studial ha Gwareziñ an Natur e Breizh
Kevredigezh Studial ha Gwareziñ an Natur e Breizh

L'enquête va commencer !
L'enquête va commencer !

Marzioù Breizh stad enne
Marzioù Breizh stad enne

Skoazellit BKD paludoù Gwenrann
Skoazellit BKD paludoù Gwenrann

Trede pazenn an digreizennañ demokratelezh hag…
Trede pazenn an digreizennañ demokratelezh hag…
