Dastum

Ur gevredigezh hervez Lezenn 1901 eo Dastum, a zo gouestlet da zastum, just a-walc’h, da warediñ ha da dreuzkas glad sevenadurel dizanvez Breizh, war dachennoù ar c’hanaouennoù, ar sonerezh, an dañs, ar c’hontadennoù hag ar ouiziegezh hengounel, peurgetket. 8 000 eurvezh enrolladennoù son, 40 000 skeudenn, 3 000 skritell (festoù-noz, abadennoù sonerezh…) a c’haller klevet pe welet enlinenn. Digor d’an holl dud e Roazhon eo ti pennañ Dastum, kalon ur rouedad staliet war Vreizh en he fezh. Talvoudekaet e vez an dielloù dre an embann (levrioù ha pladennoù sonerezh diazez), dre an enklask, ar buhezekaat hag ar stummañ. Ar gelaouenn Musique bretonne a vez embannet bep tri miz gant Dastum.