CERHIO – Skol-veur Roazhon 2

An dafar skiantel a gaver war lec’hienn "Wiki Sent Breizh" a zo deuet diwar al labourioù bet kaset da benn gant Bernard Merdrignac, kelenner war istor ar grennamzer e skol-veur Roazhon 2 gant e studierien mestroniezh. Gant ar skipailh-se eo bet studiet pizh al levr-lennadurezh gouestlet d’ar sent bet dalc’het ganto (pennadoù-skrid skiantourien an XIXvet hag an XXvet kantved diwar-benn istor, lennegezh, pennadoù deskadurezh, geriadurioù istor relijiel, dalc’hadoù skeudennoù renerezh-rannvro an aferioù sevenadurel, ha kement ‘zo). Mont a ra lod eus an izili war an dachenn evit kas o enklaskoù da benn, tapout skeudennoù eus al lec’hioù, eus an arrebeuri-liderezh, ha kement ‘zo. Notennoù zo bet savet diwar un 220 sant bennak betek-henn.
Ar CERHIO eo a ra war-dro al lec’hienn, Kreizenn an Enklaskoù Istorel er C’hornôg, arnodva enklaskoù istor Skol-veur Roazhon 2
Un dibab dielloù kinniget gant ar CERHIO
